Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Unnek gwezh

pondiwan — 2009-11-21 GTM 1 @ 17:03

                       Unnek gwezh

 

      Unnek gwezh ’m eus fariet

      Ha unnek gwezh em eus ouelet

      Unnek gwezh ‘m eus fariet

      Mes m’eus ket bet mouchad ebet !


ar levr roeget

     Ha setu tapet din ur blez,

     E tip e tap e tralala !

     Rebourset ma laezh àr Meme !

 

      Ha setu tapet din daou vlez,

     ’Moa sachet àr lost kazh Pepe !

 

     Ha setu tapet din tri blez,

     ’Moa graet pipich e man gwele !

 

     Ha setu tapet din pevar blez

     Tennet ma zead àr un depute !

 

     Ha setu tapet din pemp plez,

     Taolioù kreion àr ‘r c’hanape !

 

     Ha setu tapet din c’hwec’h vlez

     Roeget rac’h ma levrioù nevez !

 

     Ha setu tapet din seizh vlez

     Ha torret din ar post-tele !

 

     Ha setu tapet din eizh vlez

     ’lec’h mont d’ar skol me da vale !

 

     Ha setu tapet din nav blez

     'Moa kas an oto da Bloue

 

     Ha setu tapet din dek vlez

     Bountet an tan e ma skol-me !

 

     Setu me bremañ unnek vlez,

     'Skrapet ur bank e-kreiz an deiz !

 

     Setu me tuchant daouzek vlez,

     Mechal pezh sotoni ’rin-me ?

 

                                                                          Ton ha pozioù : Pondiwan


Kanenn ar gevier

pondiwan — 2009-11-21 GTM 1 @ 16:23 Tikedennoù:

kan ar gevierKanenn ar gevier

Gwelet ’m eus ur pikol madam

’tigor dor Porzh-Loeiz get ur bramm !

  Diskan

Ha gwir a-walc’h eo

Ar pezh ’lâran deoc’h,

Punomp ha dibunomp

Un tamm muioc'h !

Goude ’m eus gwelet ur glujar

’Oa é kardellat ur pezh douar !

’Oa é kardellat ur pezh douar

Ur maen-melin c’hoazh doc’h pep gar !

Gwelet ’m eus ivez un c’hwenenn

’h evet ar mor bras èl un tenn !

Pa oan arru en Arzhanoù

’h oa daou vleiz é skarzhiñ ar c’hraou !                                           

Gi a lâre d’an eil egile :       

- Ni ’skarzhay-ni an tachad-se !

Pa oan arru é Montroulez

’h oa teir buoc’h é tebriñ kignez !

Gi a lâre lan o begoù :      

- Tuchant hor bo-ni droug-bo’lloù !

A pa oan arru e Pondi

’h oa deñved é tañsal hardizh !

Ha gi ’lâre en o c’hanenn :

- Dait genomp-ni ’barzh ar gerlenn ! 

                    

Ton : Pondiwan

Pozioù : hengounel (nemet 8&9&10 : Pondiwan)

 

 

Sonerezh

pondiwan — 2009-11-21 GTM 1 @ 15:29 Tikedennoù:
Devezh an Taboulin

En arbenn ag ar gouelioù savet da Gerlenn Pondi e miz Kalañ-Gouiañv hor boa kemeret perzh e Devezh an Taboulin. Setu ar pezh a oa bet savet deomp.

 

taboulin

Daoustoc’h mah ouiit anv kement benveg a welit aze ?

Ha petra ’lâront-gi neuze ?                                                                                                                                                         

Pondiwan                        

                                                                                        

Loened

pondiwan — 2009-11-19 GTM 1 @ 20:53 Tikedennoù:

An erer meur

erer meur

Stummet on get an erer meur a-c’houde un tamm mat 'zo. Chom a ran atav boemet seul gwezh ma welan unan. Me ‘vourra en e feson da nijal. Me ’vourra ivez é sellet doc’htoñ e jiboesaat. 

Beviñ a ra an erer meur e menezioù Eurazia hag ivez e Amerika an Nort. Brav ha bras eo an erer meur : gellet a ra monet betak 2,50m a ledanded a pa vez dispak-kaer e zivaskell. 

Get e bigos kromm e farda didruez àr e breizh : konifled, gadon, huneganed, evned a bep sort, gavred-menez, yourc’hed, bouc’hed-menez, broc’hed, erminiged, kaerelled...

Sevel a raont o neizhioù doc’h tor ar menez peotramant c’hoazh er gwez a-wezhadoù. Daou ererig d’ar liesañ, tri meur a wezh, a zay er-maez anezhe.                                                                                                                                                

Loeig 

Ma loenig moumoun

pondiwan — 2009-11-18 GTM 1 @ 20:19 Tikedennoù:

lapin.jpgMa c’honiflig

Ur gonifl am eus er gêr : Luciole a vez graet anezhi. Gwenn-tout eo. Beviñ a ra en ur gavidell hag a zo etre ar salon hag ar gegin.

Meur a wezh e vez tennet er-maez a he loj. Redek a ra neuze e pep lec'h en ti, ha gober a ra sotonioù ivez a-wezhioù. Un taol he doa chaket orjalenn ar pellgomzer ha ne oa ket mui moaiand da bellgomz ken. Taeret-ruz e oa ma zud m’er lâr deoc’h !   

Skloufik a-walc'h eo a-hend-arall : debriñ a ra karot, salad, mais sec'h, foenn ha del kaol. 

Nolwenn

                                                                                                                                                                           

Sinema

pondiwan — 2009-11-18 GTM 1 @ 19:42

Filmoù Hayao Miyazaki

Shita Ar c'hastell en oabr

Istoer ur plac'hig eo, anvet Shita, hag he deus un dro-c'hoûg hag a za a Laputa, ur c'hastell er c'houmoul.

Un deiz m'ema Shita en ur c'harr-nij ema lakaet o c'hrabanoù àrnezhoñ get morlaeron an oabr. Neuze e tigor Shita ar fenestr hag e strimp er-maez. Èl mah oa é krapiñ àr un orjalenn setu hi aet ha kouezhel ha faganet. Krogiñ a ra he zro-c'hoûg neuze da lugerniñ ha kouezhel a ra bremañ difonn-difonn. Diskenn a ra mod-se betak ur gêr ma vez gwelet get ur paotr anvet Pazu…

Ma ’peus c'hoant da ouiet hiroc'h, n'ho peus nemet monet da welet ar film !

 

Beaj Chihiro

img1411.jpg

Chihiro zo ur plac'hig hag he deus dilojet get he familh. Monet a raont get o hent betak ur c'hoad mes en em vanket o deus : ne oa ket an hent mat ! Derc’hel a raont memestra hag arru a raont get ur riboul. Heuli a ra Chihiro he zud na bout ne faote ket dezhi. E penn ar riboul eh eus ur prad hag e lost ar prad tier-debriñ hag a gennig boued er-maez.

Tud Chihiro a zebr un tamm mes kavout a ra gwell Chihiro monet d'ober un droiad. En un taol e wel ur paotr hag a lâr dezhi monet kuit ac’hanese. Neuze eh a betak he zud mes daet int da vout moc'h ! Monet a ra kuit, spontet. Ur paotr, anvet Haku a ya d'he gwelet, a lâr dezhi monet àr ar pont. Monet a raont neuze ha gwelet a ra Chihiro unan iskis. Derc'hel a ra get hent...

Sur a-walc'h ho peus c'hoant da ouiet ar pezh a zegouezhay àr-lerc'h ? Kerzhit da welet ar film neuze ! 

 Ma amezeg Totoro

totoro

Div blac'h vihan eo Mei, 4 blez dezhi ha Satsuki, 9 blez. Un deiz eh aont kuit ag ar gêr evit monet àr ar maezoù get ozad. Ur wezh arru er gêr eh a ar merc'hed d'ar lein hag e kavont loened farsus, duardezed a vez graet anezhe ha ne vourront ket tamm a-grenn ag ar gouloù anezhe.

An devezh kentañ a dremen mat hag an eil devezh eh a Satsuki d'ar skol a pand a he zad da labourat. An enderv-se e kav Mei loened er liorzh. Heuli a ra ar loened-se hag en em gavout a ra get un hent-kuzh. Heuli a ra an hent hag e penn anezhoñ e wel un dra bennak iskis. En touchiñ a ra. Fichal a ra. A-benn ar fin en em astenn Mei ha gwelet a ra ur loen bras. Krapiñ a ra Mei àr ar loen hag e c'houlenn piv eo. Hennañ a respont dezhi ema Totoro…

Ma ‘peus c'hoant da ouiet penaos e troy an traoù, kerzhit da welet ar film !

                                                                                                           Ilan

 

Ma loenig koulouch

pondiwan — 2009-11-18 GTM 1 @ 19:26 Tikedennoù:
pemoc'h-indez
Ma femoc’h-indez

Ur  pemoc’h-indez  am eus. Tallin a vez graet anezhi.

Gwenn, du ha gell eo, get ur loar du àr he lagad.

Debriñ a ra boued sec’h (edaj, vitamin, mineralioù), ha  boued  fresk (yeot, karot, avaloù, salad…).

Chom a ra en ur loch-konifled, en hor liorzh.

Tallin a vourra-bras bout koulouchet !

                     Ninnog

Arzoù-kaer

pondiwan — 2009-11-16 GTM 1 @ 20:08 Tikedennoù:

livaj

 

  Livaj àr gwer

Bourriñ a ran bras ag an arzoù-kaer  ha dreist-holl ag ar livaj àr gwer. Setu penaos e vez graet :

A-gomañs ema ret deoc’h kaout ur c’hreion paper, ur follenn wenn, ur blakenn gwer, un tubad livaj sern ha livaj graet tre evit ar gwer.

 

Da gentan-rac'h e tresit un dra bennak àr ho follenn. Àr-lerc’h e pegit ar follenn-se get scotch edan ar blakenn gwer. Get ar livaj sern e tresit trolinenn an dresadenn en-dro. Diwallit ! Ne faot ket laoskel toull ebet, mod-arall e viray ar livaj àr-lerc’h. Laoskit da sec'hiñ e-pad un herradig. Ur wezh sec'h e c’hellit liviñ ho tresadenn, en ur bigosat ar gwer get ho parr-liviñ. Laoskit da sec’hiñ hag achu eo !

                                                                                                                                               Aimée 

Sport

pondiwan — 2009-11-16 GTM 1 @ 13:14 Tikedennoù:

moto

Ma marc’h-tan PW 80
                    
   Setu un tamm mat zo mand on sot get ar moto-cross. Me ‘vourra é sellet doc’h an dud àr o mekanikoù
ha me ’vourra bout àr ma hani ivez. Ar blez tremenet, evit Nedeleg em boa bet ur PW 80, ur moto bihan.
Glas eo. Pa grapan àrnezhoñ e lakan ma zokarn ha ma lunetoù
hag e wiskan ma manegoù. En-dro da ma zi eh eus un tachad hag a denn fasipl d’un tachad-cross. Du-se e tremenan euriadoù àr ma marc’h-tan.   
                                                                                                                              Fañch

Sonerezh

pondiwan — 2009-11-13 GTM 1 @ 18:49 Tikedennoù:

 Ar bombardbombard

A-c'houde tri blez e sonan get ar bombard. A-viskoazh eh on bet plijet get son ar benveg-se.

Teir lodenn zo er bombard : korv ar bombard, ar pavilhon hag ar lañchenn. Lies e vez un alc’hwez ivez.

Hiraezh ‘m eus da soniñ er Bagad Kerlenn Pondi. Kontant e vehen un deiz bennak da sevel ivez get ma mignoned ur strollad èl Les Ramoneurs de Menhirs.  Peder gwezh am eus o gwelet. En Alre eh oa an taol fiskalañ.

Maelan