Unnek gwezh
Unnek gwezh
Unnek gwezh ’m eus fariet
Ha unnek gwezh em eus ouelet
Unnek gwezh ‘m eus fariet
Mes m’eus ket bet mouchad ebet !

Ha setu tapet din ur blez,
E tip e tap e tralala !
Rebourset ma laezh àr Meme !
Ha setu tapet din daou vlez,
’Moa sachet àr lost kazh Pepe !
Ha setu tapet din tri blez,
’Moa graet pipich e man gwele !
Ha setu tapet din pevar blez
Tennet ma zead àr un depute !
Ha setu tapet din pemp plez,
Taolioù kreion àr ‘r c’hanape !
Ha setu tapet din c’hwec’h vlez
Roeget rac’h ma levrioù nevez !
Ha setu tapet din seizh vlez
Ha torret din ar post-tele !
Ha setu tapet din eizh vlez
’lec’h mont d’ar skol me da vale !
Ha setu tapet din nav blez
'Moa kas an oto da Bloue
Ha setu tapet din dek vlez
Bountet an tan e ma skol-me !
Setu me bremañ unnek vlez,
'Skrapet ur bank e-kreiz an deiz !
Setu me tuchant daouzek vlez,
Mechal pezh sotoni ’rin-me ?
Ton ha pozioù : Pondiwan


digg it
del.icio.us

