Arzoù-kaer
Livaj àr gwer
Bourriñ a ran bras ag an arzoù-kaer ha dreist-holl ag ar livaj àr gwer. Setu penaos e vez graet :
A-gomañs ema ret deoc’h kaout ur c’hreion paper, ur follenn wenn, ur blakenn gwer, un tubad livaj sern ha livaj graet tre evit ar gwer.
Da gentan-rac'h e tresit un dra bennak àr ho follenn. Àr-lerc’h e pegit ar follenn-se get scotch edan ar blakenn gwer. Get ar livaj sern e tresit trolinenn an dresadenn en-dro. Diwallit ! Ne faot ket laoskel toull ebet, mod-arall e viray ar livaj àr-lerc’h. Laoskit da sec'hiñ e-pad un herradig. Ur wezh sec'h e c’hellit liviñ ho tresadenn, en ur bigosat ar gwer get ho parr-liviñ. Laoskit da sec’hiñ hag achu eo !
Aimée


digg it
del.icio.us
Nag ur brav a vlog ! Gourc'hemennoù evit ho pennadoù : a bep seurt traoù vez kavet. Diskouezh a ra e lan a vuhez ho klasad.
Ur goulenn zo daet din ur seurt : get kement a sonerion, pegourz voc'h gwelet é soniñ àr ho plog pe àr YOUTUBE ?
Millig — 2009-11-16 - 20:48:06 GMT 1