Ma loenig moumoun
Ma c’honiflig
Ur gonifl am eus er gêr : Luciole a vez graet anezhi. Gwenn-tout eo. Beviñ a ra en ur gavidell hag a zo etre ar salon hag ar gegin.
Meur a wezh e vez tennet er-maez a he loj. Redek a ra neuze e pep lec'h en ti, ha gober a ra sotonioù ivez a-wezhioù. Un taol he doa chaket orjalenn ar pellgomzer ha ne oa ket mui moaiand da bellgomz ken. Taeret-ruz e oa ma zud m’er lâr deoc’h !
Skloufik a-walc'h eo a-hend-arall : debriñ a ra karot, salad, mais sec'h, foenn ha del kaol.
Nolwenn


digg it
del.icio.us