Sinema
Filmoù Hayao Miyazaki
Ar c'hastell en oabr
Istoer ur plac'hig eo, anvet Shita, hag he deus un dro-c'hoûg hag a za a Laputa, ur c'hastell er c'houmoul.
Un deiz m'ema Shita en ur c'harr-nij ema lakaet o c'hrabanoù àrnezhoñ get morlaeron an oabr. Neuze e tigor Shita ar fenestr hag e strimp er-maez. Èl mah oa é krapiñ àr un orjalenn setu hi aet ha kouezhel ha faganet. Krogiñ a ra he zro-c'hoûg neuze da lugerniñ ha kouezhel a ra bremañ difonn-difonn. Diskenn a ra mod-se betak ur gêr ma vez gwelet get ur paotr anvet Pazu…
Ma ’peus c'hoant da ouiet hiroc'h, n'ho peus nemet monet da welet ar film !
Beaj Chihiro

Chihiro zo ur plac'hig hag he deus dilojet get he familh. Monet a raont get o hent betak ur c'hoad mes en em vanket o deus : ne oa ket an hent mat ! Derc’hel a raont memestra hag arru a raont get ur riboul. Heuli a ra Chihiro he zud na bout ne faote ket dezhi. E penn ar riboul eh eus ur prad hag e lost ar prad tier-debriñ hag a gennig boued er-maez.
Tud Chihiro a zebr un tamm mes kavout a ra gwell Chihiro monet d'ober un droiad. En un taol e wel ur paotr hag a lâr dezhi monet kuit ac’hanese. Neuze eh a betak he zud mes daet int da vout moc'h ! Monet a ra kuit, spontet. Ur paotr, anvet Haku a ya d'he gwelet, a lâr dezhi monet àr ar pont. Monet a raont neuze ha gwelet a ra Chihiro unan iskis. Derc'hel a ra get hent...
Sur a-walc'h ho peus c'hoant da ouiet ar pezh a zegouezhay àr-lerc'h ? Kerzhit da welet ar film neuze !
Ma amezeg Totoro

Div blac'h vihan eo Mei, 4 blez dezhi ha Satsuki, 9 blez. Un deiz eh aont kuit ag ar gêr evit monet àr ar maezoù get ozad. Ur wezh arru er gêr eh a ar merc'hed d'ar lein hag e kavont loened farsus, duardezed a vez graet anezhe ha ne vourront ket tamm a-grenn ag ar gouloù anezhe.
An devezh kentañ a dremen mat hag an eil devezh eh a Satsuki d'ar skol a pand a he zad da labourat. An enderv-se e kav Mei loened er liorzh. Heuli a ra ar loened-se hag en em gavout a ra get un hent-kuzh. Heuli a ra an hent hag e penn anezhoñ e wel un dra bennak iskis. En touchiñ a ra. Fichal a ra. A-benn ar fin en em astenn Mei ha gwelet a ra ur loen bras. Krapiñ a ra Mei àr ar loen hag e c'houlenn piv eo. Hennañ a respont dezhi ema Totoro…
Ma ‘peus c'hoant da ouiet penaos e troy an traoù, kerzhit da welet ar film !
Ilan


digg it
del.icio.us