Pemp ha pevar http://pemp-ha-pevar.nireblog.com Sat, 21 Nov 2009 18:27:43 +0100 Pemp ha pevar http://files.nireblog.com/blogs/pemp-ha-pevar/gravatar.gif http://pemp-ha-pevar.nireblog.com http://nireblog.com Unnek gwezh http://pemp-ha-pevar.nireblog.com/post/2009/11/21/unnek-gwezh http://pemp-ha-pevar.nireblog.com/post/2009/11/21/unnek-gwezh                        Unnek gwezh

 

      Unnek gwezh ’m eus fariet

      Ha unnek gwezh em eus ouelet

      Unnek gwezh ‘m eus fariet

      Mes m’eus ket bet mouchad ebet !


ar levr roeget

     Ha setu tapet din ur blez,

     E tip e tap e tralala !

     Rebourset ma laezh àr Meme !

 

      Ha setu tapet din daou vlez,

     ’Moa sachet àr lost kazh Pepe !

 

     Ha setu tapet din tri blez,

     ’Moa graet pipich e man gwele !

 

     Ha setu tapet din pevar blez

     Tennet ma zead àr un depute !

 

     Ha setu tapet din pemp plez,

     Taolioù kreion àr ‘r c’hanape !

 

     Ha setu tapet din c’hwec’h vlez

     Roeget rac’h ma levrioù nevez !

 

     Ha setu tapet din seizh vlez

     Ha torret din ar post-tele !

 

     Ha setu tapet din eizh vlez

     ’lec’h mont d’ar skol me da vale !

 

     Ha setu tapet din nav blez

     'Moa kas an oto da Bloue

 

     Ha setu tapet din dek vlez

     Bountet an tan e ma skol-me !

 

     Setu me bremañ unnek vlez,

     'Skrapet ur bank e-kreiz an deiz !

 

     Setu me tuchant daouzek vlez,

     Mechal pezh sotoni ’rin-me ?

 

                                                                          Ton ha pozioù : Pondiwan


Comments

]]>
Sat, 21 Nov 2009 17:03:49 +0100
Kanenn ar gevier http://pemp-ha-pevar.nireblog.com/post/2009/11/21/kanenn-ar-gevier http://pemp-ha-pevar.nireblog.com/post/2009/11/21/kanenn-ar-gevier kan ar gevierKanenn ar gevier

Gwelet ’m eus ur pikol madam

’tigor dor Porzh-Loeiz get ur bramm !

  Diskan

Ha gwir a-walc’h eo

Ar pezh ’lâran deoc’h,

Punomp ha dibunomp

Un tamm muioc'h !

Goude ’m eus gwelet ur glujar

’Oa é kardellat ur pezh douar !

’Oa é kardellat ur pezh douar

Ur maen-melin c’hoazh doc’h pep gar !

Gwelet ’m eus ivez un c’hwenenn

’h evet ar mor bras èl un tenn !

Pa oan arru en Arzhanoù

’h oa daou vleiz é skarzhiñ ar c’hraou !                                           

Gi a lâre d’an eil egile :       

- Ni ’skarzhay-ni an tachad-se !

Pa oan arru é Montroulez

’h oa teir buoc’h é tebriñ kignez !

Gi a lâre lan o begoù :      

- Tuchant hor bo-ni droug-bo’lloù !

A pa oan arru e Pondi

’h oa deñved é tañsal hardizh !

Ha gi ’lâre en o c’hanenn :

- Dait genomp-ni ’barzh ar gerlenn ! 

                    

Ton : Pondiwan

Pozioù : hengounel (nemet 8&9&10 : Pondiwan)

 

 

Comments

]]>
Sat, 21 Nov 2009 16:23:35 +0100
Sonerezh http://pemp-ha-pevar.nireblog.com/post/2009/11/21/sonerezh http://pemp-ha-pevar.nireblog.com/post/2009/11/21/sonerezh Devezh an Taboulin

En arbenn ag ar gouelioù savet da Gerlenn Pondi e miz Kalañ-Gouiañv hor boa kemeret perzh e Devezh an Taboulin. Setu ar pezh a oa bet savet deomp.

 

taboulin

Daoustoc’h mah ouiit anv kement benveg a welit aze ?

Ha petra ’lâront-gi neuze ?                                                                                                                                                         

Pondiwan                        

                                                                                        

Comments

]]>
Sat, 21 Nov 2009 15:29:14 +0100
Loened http://pemp-ha-pevar.nireblog.com/post/2009/11/19/loened http://pemp-ha-pevar.nireblog.com/post/2009/11/19/loened

An erer meur

erer meur

Stummet on get an erer meur a-c’houde un tamm mat 'zo. Chom a ran atav boemet seul gwezh ma welan unan. Me ‘vourra en e feson da nijal. Me ’vourra ivez é sellet doc’htoñ e jiboesaat. 

Beviñ a ra an erer meur e menezioù Eurazia hag ivez e Amerika an Nort. Brav ha bras eo an erer meur : gellet a ra monet betak 2,50m a ledanded a pa vez dispak-kaer e zivaskell. 

Get e bigos kromm e farda didruez àr e breizh : konifled, gadon, huneganed, evned a bep sort, gavred-menez, yourc’hed, bouc’hed-menez, broc’hed, erminiged, kaerelled...

Sevel a raont o neizhioù doc’h tor ar menez peotramant c’hoazh er gwez a-wezhadoù. Daou ererig d’ar liesañ, tri meur a wezh, a zay er-maez anezhe.                                                                                                                                                

Loeig 

Comments

]]>
Thu, 19 Nov 2009 20:53:04 +0100
Ma loenig moumoun http://pemp-ha-pevar.nireblog.com/post/2009/11/18/ma-loenig-moumoun http://pemp-ha-pevar.nireblog.com/post/2009/11/18/ma-loenig-moumoun

lapin.jpgMa c’honiflig

Ur gonifl am eus er gêr : Luciole a vez graet anezhi. Gwenn-tout eo. Beviñ a ra en ur gavidell hag a zo etre ar salon hag ar gegin.

Meur a wezh e vez tennet er-maez a he loj. Redek a ra neuze e pep lec'h en ti, ha gober a ra sotonioù ivez a-wezhioù. Un taol he doa chaket orjalenn ar pellgomzer ha ne oa ket mui moaiand da bellgomz ken. Taeret-ruz e oa ma zud m’er lâr deoc’h !   

Skloufik a-walc'h eo a-hend-arall : debriñ a ra karot, salad, mais sec'h, foenn ha del kaol. 

Nolwenn

                                                                                                                                                                           

Comments

]]>
Wed, 18 Nov 2009 20:19:49 +0100
Sinema http://pemp-ha-pevar.nireblog.com/post/2009/11/18/sinema http://pemp-ha-pevar.nireblog.com/post/2009/11/18/sinema

Filmoù Hayao Miyazaki

Shita Ar c'hastell en oabr

Istoer ur plac'hig eo, anvet Shita, hag he deus un dro-c'hoûg hag a za a Laputa, ur c'hastell er c'houmoul.

Un deiz m'ema Shita en ur c'harr-nij ema lakaet o c'hrabanoù àrnezhoñ get morlaeron an oabr. Neuze e tigor Shita ar fenestr hag e strimp er-maez. Èl mah oa é krapiñ àr un orjalenn setu hi aet ha kouezhel ha faganet. Krogiñ a ra he zro-c'hoûg neuze da lugerniñ ha kouezhel a ra bremañ difonn-difonn. Diskenn a ra mod-se betak ur gêr ma vez gwelet get ur paotr anvet Pazu…

Ma ’peus c'hoant da ouiet hiroc'h, n'ho peus nemet monet da welet ar film !

 

Beaj Chihiro

img1411.jpg

Chihiro zo ur plac'hig hag he deus dilojet get he familh. Monet a raont get o hent betak ur c'hoad mes en em vanket o deus : ne oa ket an hent mat ! Derc’hel a raont memestra hag arru a raont get ur riboul. Heuli a ra Chihiro he zud na bout ne faote ket dezhi. E penn ar riboul eh eus ur prad hag e lost ar prad tier-debriñ hag a gennig boued er-maez.

Tud Chihiro a zebr un tamm mes kavout a ra gwell Chihiro monet d'ober un droiad. En un taol e wel ur paotr hag a lâr dezhi monet kuit ac’hanese. Neuze eh a betak he zud mes daet int da vout moc'h ! Monet a ra kuit, spontet. Ur paotr, anvet Haku a ya d'he gwelet, a lâr dezhi monet àr ar pont. Monet a raont neuze ha gwelet a ra Chihiro unan iskis. Derc'hel a ra get hent...

Sur a-walc'h ho peus c'hoant da ouiet ar pezh a zegouezhay àr-lerc'h ? Kerzhit da welet ar film neuze ! 

 Ma amezeg Totoro

totoro

Div blac'h vihan eo Mei, 4 blez dezhi ha Satsuki, 9 blez. Un deiz eh aont kuit ag ar gêr evit monet àr ar maezoù get ozad. Ur wezh arru er gêr eh a ar merc'hed d'ar lein hag e kavont loened farsus, duardezed a vez graet anezhe ha ne vourront ket tamm a-grenn ag ar gouloù anezhe.

An devezh kentañ a dremen mat hag an eil devezh eh a Satsuki d'ar skol a pand a he zad da labourat. An enderv-se e kav Mei loened er liorzh. Heuli a ra ar loened-se hag en em gavout a ra get un hent-kuzh. Heuli a ra an hent hag e penn anezhoñ e wel un dra bennak iskis. En touchiñ a ra. Fichal a ra. A-benn ar fin en em astenn Mei ha gwelet a ra ur loen bras. Krapiñ a ra Mei àr ar loen hag e c'houlenn piv eo. Hennañ a respont dezhi ema Totoro…

Ma ‘peus c'hoant da ouiet penaos e troy an traoù, kerzhit da welet ar film !

                                                                                                           Ilan

 

Comments

]]>
Wed, 18 Nov 2009 19:42:57 +0100
Ma loenig koulouch http://pemp-ha-pevar.nireblog.com/post/2009/11/18/ma-loenig-koulouch http://pemp-ha-pevar.nireblog.com/post/2009/11/18/ma-loenig-koulouch pemoc'h-indez
Ma femoc’h-indez

Ur  pemoc’h-indez  am eus. Tallin a vez graet anezhi.

Gwenn, du ha gell eo, get ur loar du àr he lagad.

Debriñ a ra boued sec’h (edaj, vitamin, mineralioù), ha  boued  fresk (yeot, karot, avaloù, salad…).

Chom a ra en ur loch-konifled, en hor liorzh.

Tallin a vourra-bras bout koulouchet !

                     Ninnog

Comments

]]>
Wed, 18 Nov 2009 19:26:24 +0100
Arzoù-kaer http://pemp-ha-pevar.nireblog.com/post/2009/11/16/arzou-kaer http://pemp-ha-pevar.nireblog.com/post/2009/11/16/arzou-kaer

livaj

 

  Livaj àr gwer

Bourriñ a ran bras ag an arzoù-kaer  ha dreist-holl ag ar livaj àr gwer. Setu penaos e vez graet :

A-gomañs ema ret deoc’h kaout ur c’hreion paper, ur follenn wenn, ur blakenn gwer, un tubad livaj sern ha livaj graet tre evit ar gwer.

 

Da gentan-rac'h e tresit un dra bennak àr ho follenn. Àr-lerc’h e pegit ar follenn-se get scotch edan ar blakenn gwer. Get ar livaj sern e tresit trolinenn an dresadenn en-dro. Diwallit ! Ne faot ket laoskel toull ebet, mod-arall e viray ar livaj àr-lerc’h. Laoskit da sec'hiñ e-pad un herradig. Ur wezh sec'h e c’hellit liviñ ho tresadenn, en ur bigosat ar gwer get ho parr-liviñ. Laoskit da sec’hiñ hag achu eo !

                                                                                                                                               Aimée 

Comments

]]>
Mon, 16 Nov 2009 20:08:34 +0100
Sport http://pemp-ha-pevar.nireblog.com/post/2009/11/16/sport http://pemp-ha-pevar.nireblog.com/post/2009/11/16/sport moto

Ma marc’h-tan PW 80
                    
   Setu un tamm mat zo mand on sot get ar moto-cross. Me ‘vourra é sellet doc’h an dud àr o mekanikoù
ha me ’vourra bout àr ma hani ivez. Ar blez tremenet, evit Nedeleg em boa bet ur PW 80, ur moto bihan.
Glas eo. Pa grapan àrnezhoñ e lakan ma zokarn ha ma lunetoù
hag e wiskan ma manegoù. En-dro da ma zi eh eus un tachad hag a denn fasipl d’un tachad-cross. Du-se e tremenan euriadoù àr ma marc’h-tan.   
                                                                                                                              Fañch

Comments

]]>
Mon, 16 Nov 2009 13:14:59 +0100
Sonerezh http://pemp-ha-pevar.nireblog.com/post/2009/11/13/sonerezh http://pemp-ha-pevar.nireblog.com/post/2009/11/13/sonerezh

 Ar bombardbombard

A-c'houde tri blez e sonan get ar bombard. A-viskoazh eh on bet plijet get son ar benveg-se.

Teir lodenn zo er bombard : korv ar bombard, ar pavilhon hag ar lañchenn. Lies e vez un alc’hwez ivez.

Hiraezh ‘m eus da soniñ er Bagad Kerlenn Pondi. Kontant e vehen un deiz bennak da sevel ivez get ma mignoned ur strollad èl Les Ramoneurs de Menhirs.  Peder gwezh am eus o gwelet. En Alre eh oa an taol fiskalañ.

Maelan

Comments

]]>
Fri, 13 Nov 2009 18:49:13 +0100
Sonerezh http://pemp-ha-pevar.nireblog.com/post/2009/11/12/sonerezh http://pemp-ha-pevar.nireblog.com/post/2009/11/12/sonerezh yelena

Soniñ a ran get ar violons a-c’houde an oad a c'hwec'h vlez. Sonia Prandi eo ma c'helennourez. Heuliat a ran kentelioù e skol-sonerezh Pondi. 

Ur benveg kerdad frotet eo ar violoñs, ag ar memes rummad èl an alto, ar violoñsel hag ar gourvioloñs. Peder c’hordenn graet get dir pe bouzelloù zo stegnet doc’hti.

Evit soniñ get ar violoñs e froter ar c’hordad get ur wareg savet get koad ha ran jao.  

Ar Stradivarius eo ar violoñs gwellañ. Ne chom nemet 4 anezhe er bed.  

Yelena


 

Comments

]]>
Thu, 12 Nov 2009 18:53:46 +0100
Ma loenig karet http://pemp-ha-pevar.nireblog.com/post/2009/11/09/ma-loenig-karet http://pemp-ha-pevar.nireblog.com/post/2009/11/09/ma-loenig-karet ma c'hi Ma c’hi

A-c’houde daou vlez am eus ur c’hi. Aslan a vez graet anezhoñ.

Ur manier Border Collie eo, da lâret eo ur c’hi-saout eo.

 

Ne zebra ket re re anezhoñ. Marse ema a-gaoz d’an traoù-se ma reda fonnapl.

Bourriñ a ra get ma fapi, dreist-holl a pand a da glask tokoù-touseg getoñ. 

Alwenna

Comments

]]>
Mon, 09 Nov 2009 18:24:32 +0100
Loened http://pemp-ha-pevar.nireblog.com/post/2009/11/07/loened http://pemp-ha-pevar.nireblog.com/post/2009/11/07/loened arzh gwenn

An arzh gwenn

Beviñ a ra an arzh gwenn tost d’ar pol nort, e Antarkita.

Debriñ a raont reuniged, balumed marv ha pesked.

Bras eo pa vez en e sav : 3,30m a uhelded.

Piala

Comments

]]>
Sat, 07 Nov 2009 16:45:59 +0100
Sonerezh http://pemp-ha-pevar.nireblog.com/post/2009/11/07/sonerezh http://pemp-ha-pevar.nireblog.com/post/2009/11/07/sonerezh djembe

Ar djembe

Daou daboulinour ag ar bagad Kerlenn Pondi zo bet er skol evit diskoueziñ benveger-tos deomp. Evidin-me eh oa ar djembe ar benveg fiskalañ. Ag Afrika e ta ar Djembe. Get ur fust koad ema graet, stumm ur c'halis dezhoñ. Savet eo ar groc’hen get kroc'hen gavr pe antilopenn. Get an daouarn ha netra ken e vez skoet doc’htoñ. Ur bochad sonioù dishañval zo moaiand d'ober getoñ.

Etre 60€ ha 450€ e koust unan.

Gwendal  

Comments

]]>
Sat, 07 Nov 2009 14:55:57 +0100
Deverransoù http://pemp-ha-pevar.nireblog.com/post/2009/11/06/deverransou http://pemp-ha-pevar.nireblog.com/post/2009/11/06/deverransou

trampoYa d’ar park !

E-pad vakañsoù Gouel an Hollsent eh oamp bet e Yakapark, e Lannarstêr. Traoù a gement sort zo du-se evit ar vugale : ruz-revr , pont ar marmouz, ar skeul-kordad, ribouloù, un ti-tasmant, ur poull-nañvial get bolotoù, ur vagoer-krapiñ hag ur pikol mell trampolin.  Graet hor boa sailhoù uhel-uhel, beta 2m a uhelder. Loened a vez kavet ivez : gwelet hor boa 4 firana. Sañset e oamp gwelet un igwan mes kuzhet e oa.  Pik-niket hor boa du-se ha bourrapl e oa bet an devezh.

Luca ha Louen 

Trampo-mignon...

A-fet trampolin, n’em eus ket-me afer da vonet da Lannarstêr kar unan zo tostik-tra da ma zi, e Pondi, e ti ma amezeg. Monet a ran lies get ma c'hoar da c’hoari du-se pe get ma mignoned a pa zaont da c’hoari genin er gêr. Ni ’vourra-bras ag an trampolin-se a-gaoz ma c’hellomp sailhal uhel en aer, gober saltoioù, gober « tourig ar park », da lâret eo chom a-gempouez àr e zivrec’h.

Thomas

                                                                                   

Comments

]]>
Fri, 06 Nov 2009 19:39:13 +0100
Fars ha trap ! http://pemp-ha-pevar.nireblog.com/post/2009/11/03/fars-ha-trap http://pemp-ha-pevar.nireblog.com/post/2009/11/03/fars-ha-trap azen

 Mab Azen

 - Mamm-gozh, gellet a ran kaout un tamm chokolad bihan mar plij genoc’h ?

- Mes ya, ma faotr. Tapit a-barzh !

- Manam ! Manam ! Trugarez deoc’h !

- Moaiand ’vehe din da gaout unan arall ?

- C’hoazh unan ! Eh on é tonet a reiñ un tamm bras deoc’h !

- Hama... just a-walc’h. Un tamm bihan eo am boa c’hoant da gaout !    

                                                                                                                                 Iwan

 

Comments

]]>
Tue, 03 Nov 2009 17:20:42 +0100
Tom Sawyer http://pemp-ha-pevar.nireblog.com/post/2009/10/21/tom-sawyer http://pemp-ha-pevar.nireblog.com/post/2009/10/21/tom-sawyer tom sawyer

Tom Sawyer
Paotr an Amerik
Skol ar louarn
Hag ar frankiz
Daet àr an douar
Àr ribl stêr ar Mississippi
Tom Sawyer
Zo ur mignon bras deomp-ni.

...

Ha dalc’hmat kontant
Da c’hoari e benn diaoul
Get e gamaraded
Ur paotr kalonek
Ur gwir amerikan

Eñ ’vourr er skol
Pa son eur an ehan !

 Troidigezh : Pondiwan

 

Comments

]]>
Wed, 21 Oct 2009 16:07:27 +0100